Da-heul al labour bet kaset en-dro gant ar c'hlasad ar bloaz -mañ diwar-benn ar peñseoù e Kleder e oa bet kinniget un abadenn radio disadorn pasaet. War "Radio an aodoù" e oa. Moaien a zo da selaou
an abadenn c'hoazh war lec'hienn ar radio :
Les élèves de la classe ont participé à une émission de radio dans laquelle ils ont expliqué comment ils avaient mené l'enquête à propos des naufrages à Cléder. On peut encore écouter
l'émission sur le site de radio Rivages ou cliquant sur le lien suivant :
D'ar meurzh 23 a viz even e oamp aet da Kerfissien da gas hon enklask war ar penseoù da benn vat. Setu un nebeut
poltredoù da c'hortoz kontañ muioc'h.
Dans le cadre de notre enquête sur les naufrages nous avons passé la journée du mardi 23 juin à Kerfissien. Voici quelques photos en attendant de pouvoir vous en dire
plus.
Setu François Mic o kontañ deomp penaos e oa aet ar Santez Marta d'ar foñs
e-kichen roc'h ar skeiz.
Setu bag nevez-flamm an SNSM.
Un ehan war an draezhenn : ar biskoulennoù ar ra toulloù !
D'ar meurzh 15 a viz even e oamp bet e sinema Ploueskad da welout "Kie ar bikez vihan". Setu un nebeut traoù
skrivet goude gant ar skolidi. Le mardi 15 juin nous avons assisté à une séance de cinéma à Plouescat. Voici quelques commentaires écrits par les élèves.
Kie a zo ur bikez vihan met jentil eo
memestra. Gwisket eo gant botoù-koad. Un tamm lastik a zo war he blev. Kontant eo Kie rak he mamm a zo deuet en-dro. O c'haloupat emañ. Emañ o lakaat an divrec'h uhel.
Emañ ar vamm-gozh o reiñ ul lamm da Tetsu.
Aon he deus Kie rak ar c'hazhAntonio peogwir en deus skilfoù lemm. Emañ o lakaat ar gador dirazi. Kemer a ra ar gador da skeiñ gant ar c'hazh.
Gant petra oc'h bet plijet ?
- Me a zo bet plijet o welout notenn Kie : ugent war ugent. (Jordan D.)
- Me a zo bet plijet peogwir Kie he deus aon rak ar c'hazh. (Clémence).
- Me a zo bet plijet o welout ar c'hazh o lañsañ ur gador ouzh penn Tetsu. (Yann).
- Me a zo bet plijet gant ar c'hazh gris. (Marlène).
- Me a zo bet plijet gant ar vamm-gozh o reién ul lamm da Tetsu. (Aurélie).
- Me a zo bet plijet peogwir kamaradez Kie a ra goap outi. (Antoine).
Gant petra n'oc'h ket bet plijet ?
- N'on ket bet plijet peogwir e oa re hir (Mona).
- N'on ket bet plijet pa oa Kie er skol. (Valentin).
- N'on ket bet plijet peogwir eo marv ar c'hazh. (Elsa).
Derniers Commentaires